Cindy Sherman
Cindy Sherman (19 a viz Genver 1954 e Glen Ridge, New Jersey) a zo ul luc'hskeudennerez hag ur arzourez stadunanat. Brudet eo hec'h emboltredoù. Sevenet he deus daou film ivez. O chom hag o labourat e New York emañ. E 1995 e resevas priz diazezadur MacArthur, hag e 1999 e resevas priz Hasselblad.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e New Jersey ha goude he ganedigezh e tilojas he zud da Huntington (Long Island) ma kasas he bugaleaj.
Studiañ a reas e State University College Buffalo (New York). Da gentañ e stagas gant al livañ ha goude-se e stagas gant al luc'hskeudenniñ. E 1976 e tapas kaout he diplom hag e 1977 ez eas da Manhattan ma savas he rummad emboltredoù kentañ. E 1979 e voe aozet he diskouezadeg kentañ e Hallwalls, un diskouezva dizalc'h bet savet ganti ha daou arzour all anvet Robert Longo ha Charles Clough[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaat a ra Cindy Sherman hec'h oberennoù en arz mennozhel. En hec'h oberennoù e tiskouez he freder diwar-benn al luc'hskeudenniñ, al livañ ha plas ha skeudenn ar merc'hed er gevredigezh a vremañ. Levezonet eo gant seurtoù skeudennoù liesseurt : skeudennoù sinema, bruderezh, skeudennoù tennet eus magazinoù, pe skeudennoù erotek. Lavarout a ra n'eo ket gwregelourez ha n'eus ster politikel ebet en hec'h oberennoù. Gwelet e vez evel unan eus luc'hskeudennerezed pouezusañ an arz goudemodern.
- Untitled Film Stills, 1977-1980
- Rear Screen Projections, 1980
- Centerfolds/Horizontals, 1981
- Pink Robes, 1982
- Fashion, 1983/1984/1993/1994
- Fairy Tales, 1985
- Disasters, 1986-1989
- History Portraits/Old Masters, 1988-1990
- Sex Pictures, 1992
- Horror and Surrealist Pictures, 1994-1996
- Masks, 1994-1996
- Office Killer, 1997, starring Jeanne Tripplehorn, Molly Ringwald and Carol Kane
- Broken Dolls, 1999
- Hollywood/Hampton Types, 2000-2002
- Clowns, 2003-2004
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arthur C. Danto, Cindy Sherman : Untitled Film Stills, Rizzoli, NY ha Shirmer/moselVerlag, Munich, 1990
- Arthur C. Danto, History Portraits, Schimer/Mosel, Munich ha Rizzoli, NY, 1991
- Jean-Pierre Criqui, Régis Durand, Laura Mulvey, Cindy Sherman, Flammarion - Jeu de Paume, Pariz, 2006
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Amada Cruz et alii, Cindy Sherman, Rétrospective, Thames & Hudson, 1998, p.1)